Degemer ar Roazhoniz

D’ar 15 ha d’ar 16 a viz mae hon eus degemeret hor genskriverien eus skolaj Anna Vreizh e Roazhon.

Vizitet hon eus ar Roc’h Ugu ha debret hon eus ur pik-nik er jardinoù e-kichen. War-lerc’h omp bet e Landreger da vizitañ ar gêr gant un heñcher brezhoneger (Herve ar Bihan, bet kelenner er skol-veur) : straed Ernest Renan hag e di, pontoù Landreger, an iliz-veur hag he c’hloastr a-raok un tamm adverenn.

Tremenet hon eus an nozvezh gant hor genskriverien er gêr.

An deiz war-lerc’h omp bet er Salver Mat (Bon Sauveur) da gemer perzh en un Escape Game prientet ganeomp ar sunvezhioù a-raok. Vizitet hon eus ivez lec’hioù eus ar BS gant tud ar gevredigezh a ra war-dro.

Er fin hon eus debret asambles er skolaj a-raok kimiadiñ.

Les 15 et 16 mai nous avons accueilli nos correspondants rennais au collège et à la maison ; au programme : Visite de la Roche Jagu avant un pique-nique, puis direction Tréguier pour une visite guidée de la ville. Après une nuitée chez les correspondant.e.s, nous avons participé à un magnifique Escape Game préparé par nos soins puis visité le Bon Sauveur.

20250515_111124 20250515_151810 20250516_102455 20250516_113249 20250516_115016 20250516_115240
Revenir en haut