Ar veaj e Roazhon

Ar veaj e R

oazhon }}}

Ni, skolajidi Bear an hentenn divyezhek (5et ha 4re), ‘oa bet e Roazhon d’ar 5 ha d’ar 6 a viz Kerzu 2024.

Degemeret ‘oamp bet er skolaj Anna Vreizh e kreiz kêr gant skolajidi ar 4re klas.

Pa oamp erruet hor boa graet c’hoarioù : kador sonerezh hag ur c’hoari ijinet gant ar Roazhoniz .

Bet ‘oamp bet er self evit debriñ.

Goude merenn ‘oamp bet o welet un diskouezadeg Depardon ha mirdi Breizh. Goude ‘oamp bet o tizoloiñ studioioù Frañs bleu Armorik.

Distroet e oamp d’ar skolaj evit debriñ un adverenn .

Goude, e fin an devezh, ‘oamp bet e ti hor genskriverien evit tremen an nozvezh en o zi.

An deiz war-lerc’h ‘oamp bet er parlamant, gwelet hor boa e-barzh penaos e oa savet ha selaouet hon eus e istor.

Skolajidi Roazhon o doa lakaet ac’hanomp da dizoloiñ o c’hêr ha goude-se ‘oamp bet er marc’had Nedeleg ha debret hor boa chichi (sukret-bras e oa).

Debret ‘moamp er self ha goude ‘oamp distroet da Vear !! Setu eo echu ar veaj e Roazhon !

Revenir en haut