E-pad daou vloavezh o deus kenskrivet ar skolajidi brezhonegerien eus 6vet ha 5vet skolaj F. Clec‘h Bear, hag a zo e 4re ha 3de bremañ, gant skolajidi brezhonegerien en 3de klas eus skolaj Anna Vreizh e Roazhon. Ar c‘henskrivañ en doa kroget e 2021 ha kendalc’het e 2023.
D’an 3 ha 4 a viz Meurzh hon eus degemeret e Bear skolajidi Anna Vreizh evit en em gavout gant o c‘henskriverien hag evit gweladenniñ ar c’hêrioù brav Bear ha Gwengamp.
Etre an daou devezh-mañ o deus kousket ar Roazhoniz e ti o c’henskriver.ez.
Pa oant erruet er skolaj hor boa roet ar prizioù evit ur c‘hoñkour filmoù a oa bet aozet etrezomp diwar-benn tem ar Samain. Gant se e oa bet klozet an devezh kentañ.
An deiz war-lerc‘h e oa bet graet daou strollad skolajidi evit mont d’an dojo e Bear evit ober gouren. E-keit-se e oa chomet ar strollad all er skolaj da deskiñ dañsal gant an aotrou Aubin hag an aotrou Lesaulnier, kelenner Roazhon.
Ur sonadeg muzik eus bro Iwerzhon zo bet gant ar strollad Angel’s Share, tout ar skolajidi eus ar c‘hlasadoù 4re3, 4re5 ha 3vet3 a oa bet pedet da selaou.
Da c‘houde e oa bet debret er self gant skolajidi Roazhon ha reoù Bear. Goude merenn e oa bet labouret gant ar skolajidi : ret e oa dezhe ijinañ ur pezh-c’hoari a strolladoù bihan (3 pe 4 den), ar pezhioù-c‘hoari-mañ a vo c‘hoariet pa ‘h ay skolajidi Bear da Roazhon.
Da beder eur e oa poent kimiadiñ ha lâret „kenavo“ hag ur skeudenn vihan a oa bet tapet evit kaout soñj eus ar veaj kentañ graet gant skolajidi Roazhon ha Bear evit un eskemm.
Evit klozañ e oa un darvoud sevenadurel ha sokial evit tout ar skolajidi eus an daou skolaj.
A-drugarez d‘an darvoud-se e oa bet posubl d’ar skoajidi komz gant tud eus ur gêr disheñvel, deskiñ traoù ha deskiñ penaos lakaat ar re all en o aes… bepred e brezhoneg !!! ; )
Anouk Le Bihan, 3e3
| Koñkour FILMOU CHAKOD gant tud Roazhon (ret eo deoc’h aozañ an hini bravañ !!! Bevet Bro Dreger !! ) Tem « Ar Samain » (hag orinoù Halloween) |