Ur veskadenn tud a zo bet d’ar meurzh 17 a viz Mae er skolaj da geñver sonadeg ar strollad Youhadenn : skolajidi Bear, skolidi Bear ha Kawan. Ouzhpenn ur c’hant bugel bennak a zo en em gavet e añfiteatr ar skolaj evit gouzout hiroc’h war sonerezh ha dañsoù Breizh hag evit seniñ pe kanañ un tamm ivez a-raok selaoù an tri c’hotri.
E brezhoneg eo bet kaset en-dro an atalier gant Louis-Jacques Suignard. Un digarez eo bet da ziskouez d’ar re yaouank peseurt mod e vez dañset e Bro-Wened hag en teroueroù all, da gomz diwar-benn plas ar sonerezh hag an dañs war ar maezioù a-raok an eil brezel bed. Ar festoù noz savet gant Loeiz Roparz ha kamaladed dezhañ, ar berzh da vare Alan Stivell hag ar c’hoarezed Goadeg o deus bet un tamm sklerijenn ivez.
Un eurvezh dañs ha muzik a zo bet da heul. Tonioù e galleg hag e brezhoneg roet buhez dezhe gant mouezioù Louis-Jacques Suignard hag Hugues Besco hag gwisket gant klavier Olivier Adelin, ar gitar hag an akordeoñs. Skolajidi eus hentenn divyezhek ar skolaj kement hag o c’hamaraded eus an hentenn unyezhek o doa kemeret perzh d’an abadenn gant gwir ampartiz. Lod ne oant ket evit o izili ken int bet da hejañ o fenn a-dreñv diwar an tonioù dañs.
Une sacrée assemblée s’est retrouvée au collège de Bégard le mardi 17 mai dernier à l’occasion du concert donné par le groupe Youhadenn : des collégiens de Bégard et des écoliers de Bégard et de Cavan. Plus d’une centaine se sont retrouvés dans l’amphithéâtre du collège afin d’en apprendre davantage sur les danses et les musiques de Bretagne, pour sonner et chanter un peu aussi.
L’atelier a été mené par Louis-Jacques Suignard en breton. Il a été l’occasion de montrer la diversité des danses, d’évoquer la place de la musique et de la danse dans le monde rural d’avant la deuxième guerre mondiale, sans oublier la crétaion des fest noz par Loeiz Roparz er ses camarades, ainsi que le succès d’Alan Stivell et des sœurs Goadec.
L’atelier a été suivi d’une heure de danse et de musique ; des airs menés en breton et en français par Louis-Jacques Suignard et Hugues Besco soutenus par le clavier d’Olivier Adelin, la guitare et l’accordéon. Les élèves bilingues et leurs camarades y ont pris part, avec grand talent. Certains ne tenant plus en place sont allés former la ronde, ha bec’h d’an dañs !