En arvar e oa chomet an traoù e-pad pell abalamour d’ar c’hovid, met deuet int, a-benn ar fin, d’an 29 a viz Even.
E-giz-se eo bet klozet bloavezh Arzhoù er skolaj gant tonioù da zañsal hag a boz eus Bro-Dreger hag eus lec’hioù all e Breizh ; un tamm plas a oa laosket da Vro-Iwerzhon ivez. Pedet eo bet tri soner barrek (Ronan Dissez, Stefan Foll, Pêr Stefan) evit komz diwar-benn o benvegoù ha terroueroù Breizh.
Un ugent paotr ha plac’h bennak, e-mesk ar re a oa chomet betek penn pellañ ar bloavezh skol, o doa kemeret perzh en atalier, a-raok en em gavout en añfiteatr gant ar re all evit ur sonadeg.
Un eurvezh eo chomet an holl hep diskregiñ o selaou tonioù kaset gant ar bombard hag ar biniou, an dreujenn-gaol, ar violoñs ; kanet en deus bet Stefan Foll e gwenedeg ivez.
Digoret eo bet al leurenn da unan eus skolidi ar skolaj ivez : war ar prim eo bet roet bec’h d’an tonioù dañs gant e dri c’homper all, ha brav eo deuet gante.
Des soneurs au collège
L’affaire a été longtemps incertaine à caus du covid, mais ils sont finalement venus, le 29 juin dernier.
Ainsi a été mis fin à l’année Les arts au collège par des airs à danser et à écouter du Trégor et d’autres endroits de Bretagne ; et un peu à l’Irlande. Trois bons soneurs (Ronan Le Dissez, Stéphane Foll, Pierre Stéphan) ont été invités pour parler de leurs instruments et des terroirs de Bretagne.
Une vingtaine d’élèves, parmi ceux qui sont restés jusqu’au dernier jour de l’année scolaire, ont pris part à l’atelier, avant de rejoindre les autres dans l’amphithéâtre pour le concert.
Tous sont restés une heure, sans se lasser, à écouter des airs joués à la bombarde et au biniou, à la clarinette, au violon ; Stéphane Foll a même chanté en breton vannetais.
La scène a été ouverte à un des collégiens : sur le pouce, il a mené avec succès des airs à danser, accompagné par ses trois autres compères.